top of page

Hent Telenn Breizh, Skol telenn istorel Breizh

Degemer mat !

An delenn

Deuet eo an delenn geltiek kozh beteg ennomp dre ar skouerioù dispar eus ar Grennamzer miret e Bro-Skoz hag e Bro-Iwerzhon, ha kizellet er maen evel telenn iliz veur Kemper.

Gwarezet eo bet an delenn (clairseach e gouezeleg) a-viskoaz gant ar gevredigezh keltiek evit he barregezh da hesoniñ hag unvaniñ. Enoret e oa gant an holl, kavet e veze e lez ar roueed hag ar pennoù braz, e ti an drouized hag ar varzhed, e kreiz ar sevenadurezh keltiek.

Anavezet eo dre he ferzhioù dibar : he stumm kempouezhet parfet, he c’hef dasson kleuzet en un tamm haleg nemetañ hag he c’herdin arem sonet war-bouez an ivinoù.       

A-drugarezh d’ar mod sevel-mañ e ro ur son sklaer-kenañ, don ha sklintin war un dro, c’hwek, a vezer intret don gantañ.

Roet he deus buhez d’ur sistem sonerezh gouiziek klok ha d’ur rummad tonioù fonnus evit holl digarezioù ar vuhez.

 

Goude bezañ tavet e-pad daou-c'hant vloaz eo bet addizoloet an delenn gozh hiziv an deiz..

 

Adkavout telenn istorel Breizh ha treuzkas ar glad hollvedel-mañ eo pal ar gevredigezh Hent Telenn Breizh.

Ar gevredigezh

Pal ar gevredigezh Hent Telenn Breizh eo adkavout telenn gozh Breizh he c'herdin arem, lakaat he glad war ar wel, ha degemer anezhi endro en hon hengoun. Labourat a ra war meur a dachenn :

Henklaskoù diwar-benn :

  - Istor an delenn geltiek

  - Mod-sevel an delenn geltiek

  - Teknikoù seniñ an delenn geltiek, hervez an dornskridoù kozh hag an hengoun dre gomz.

Treuzkas :

  - Stajoù telenn 

  - Stajoù kan hengounel Breizh ha kan-plaen keltiek

Aozañ & Embannañ :

  - Sonadegoù, festoù-noz, prezegennoù...

  - Embannañ pladennoù, levrioù...

Stajoù telenn

Reiñ a ra ar gevredigezh Hent Telenn Breizh stajoù telenn geltiek gant kerdin arem, e Plounaour-Menez (29) hag e Kleger (56).

 

Pleustret e vez war an teknikoù istorel a implij an ivinoù.

 

Gant Violaine Mayor ha Mikaël Herrou.

DSC05372 2 960p.jpg
Stajoù kan hengounel

Stajoù  kan hengounel eus Breizh Izel ha Breizh Uhel (e galleg hag e brezhoneg). Kan e-barzh an dañs, kan da vale, baleadennoù kanet, gwerz, kan ha diskan.

Kan plaen hervez an dornskridoù keltiek eus ar Grennamzer.

Gant Violaine Mayor.

DSC07887 2 960p_edited.jpg
DSC04873- 2 1080p.jpg
Nevez : Ul lec’h evit an izili

Laouen omp o kinnig deoc’h al lec’h nevez evit an izili.
Pourveziñ danvez d’an delennourien war kerdin arem ha magañ eskemmoù etre an izili eo pal al lec’hienn.

Kavet e vo war al lec’h evit an izili : Ur bajenn bersonel, partisionoù da bellgargañ, videoioù, ur forom...

Deuit niverus, plijadur ‘vo gant hon delenn istorel !

Ar sonadegoù

Reiñ a ra ar gevredigezh Hent Telenn Breizh sonadegoù telenn geltiek, gant telennourien o-unan, pe e strolladoù.

DSC06018 2 750p.jpg
Stal telennoù keltiek istorel

Labour a ra Hent Telenn Breizh gant ar stal labour Harpes Herrou, a sav telennoù keltiek hervez an hengoun kozh.

Skoazell arc'hanomp

C'hoant ho peus da skoazell hol labour evit an delenn geltiek istorel ?
Gallout a rit kemer ur skodenn vloaz pe reiñ pezh ho peus c'hoant d'ar gevredigezh Hent Telenn Breizh, adalek 5€ !

bottom of page